Brittany Ferries: div vag hybrid a ya war vor bremañ!
Bigi hybrid zo kaset war vor gant ar paramantour eus Breizh, Brittany Ferries. Abaoe miz Genver eo ar vag Sant-Malou a ya eus Sant-Malou da Borsmouth ‘ba Bro-Saoz. Un eil hini zo prest da dreuziñ mor Breizh bemdez, ur vag anvet Guillaume de Normandie a gaso ar veajourien da vont eus Ouistreham da Borsmouth ivez. ‘Benn digwener e yelo ar ferry-se etrezeg Bro-Saoz, ez ofisiel, evit ar wech kentañ. Petra eo ur vag hybrid ? Mont a ra gant GNL, gaz dourek, ha gant tredan. ‘Ba Sina eo bet savet an div vag hybrid. War dro 150 milion a euroioù ‘neus koustet pep hini anezho d’ar Brittany Ferries. Gallout a reer bountañ 1300 den, 500 karr-tan ha 100 karr-samm ‘ban daou ferry hybrid.
Pierre Bihan-Poudeg, bez-prezidant Brittany Ferries, ‘neus kontet da Erwan Blanchard emañ ar stal eus Rosko o neveziñ he flodad bagoù…